![]() |
![]() |
![]() |
Navigation |
Holl stummoù ar pennad-mañ : [brezhoneg] [français]
dimanche 4 octobre 2009
D’ar 7 a viz Du 2009 e vo dalc’het e Silieg un devezh-eskemm diwar-benn kudenn an energiezh e Breizh. Ar blijadur hon eus d’ho pediñ da gemer perzh en degouezh-se. Breizh ne brodu, evit poent, nemet un dregantad dister eus an energiezh a ya ganti, pezh a zo ur sapre kudenn evit hec’h amzer da zont. Ha posupl eo, daoust da-se, ijin ur mod d’hor bro da vezañ emren war dachenn an energiezh gant teknologiezhioù doujus ouzh an en-dro ha diouzh an dud ? A-benn peur ha peseurt mod ? Ha posupl eo sevel ur raktres nevez, evel an hini oa bet savet er bloavezhioù 70, evit kavout diskoulmoù disheñvel eus reoù ar stad ? Gant tud zo emañ war ar stern dija. Kinnig a reomp deoc’h dont da brederiañ war ar c’hudennoù-se gant tud hag a labour war dachenn an espern energiezh, an dra gentañ d’ober, ha gant tud barrek war deknologiezhioù nevez an energiezh padus, evit kompren peseurt skoilhoù a zo, ha penaos e c’heller mont war-raok en amzer da zont. Spi hon eus e veoc’h niverus o tont da Silieg an taol-mañ adarre. Da heul al lizher-mañ emañ roll divizoù an devezh, hag an titouroù evit an enskrivadurioù. Trugarez da respont buan-tre ma z’oc’h dedennet evit ma c’hellfemp aozañ an devezh-se eus ar gwellañ. Evel-just e c’hellit pediñ ho mignoned ma kav deoc’h e c’hellont bout dedennet. Kenavo ar c’hentañ. A-galon ganeoc’h Skipailh-ren Skol-Uhel Silieg
|
|